Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer: Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU.
1 Samuel 2:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ha pec'hed an dud yaouank-se a voe gwall-vras dirak an AOTROU , rak disprizañ a raent prof an AOTROU . |
Bez' e voe ur chaseour galloudek dirak an AOTROU, setu perak e lavarer: Evel Nimrod, chaseour galloudek dirak an AOTROU.
Lakaat a reas e vab da dremen dre an tan. Ober a rae hudsteredouriezh hag achanterezh, hag e c'houlennatae speredoù hag igromañserezed. Ober a reas ar pezh a zo fall-kenañ dirak daoulagad an AOTROU evit e gounnariñ.
Jeruzalem a ya d'an traoñ, ha Juda a gouezh, rak o zeod hag o oberoù a zo a-enep an AOTROU, evit goapaat selloù e c'hloar.
Ha setu un eil tra a rit: Goleiñ a rit a zaeroù aoter an AOTROU, a oueladegoù hag a huanadoù, e doare ma ne sell ken ouzh ar brofadenn, ha ne gemer ken plijadur er pezh a zeu eus ho taouarn.
Gwalleur d’ar bed abalamour d’an abegoù da gouezhañ! Rak ret eo e teufe abegoù da gouezhañ, met gwalleur d’an den e teu drezañ an abeg da gouezhañ.
Mar lavare dezhañ an den: Ra vo lakaet al lard da leskiñ, ha goude-se e kemeri ar pezh a fello dit, neuze e lavare: Nann! Reiñ a ri bremañ, anez me a gemero dre nerzh.
Rak e aliet em eus ez aen da gastizañ e di da viken, en abeg d'an direizhder a anavez, rak e vibien a zo en em lakaet euzhus, hep m'en deus o gourdrouzet.