An AOTROU a lavaras da Jozue: Astenn ar speg a zo ez torn war-zu Ai, rak me a lakaio anezhi etre da zaouarn. Jozue a astennas war-zu kêr ar speg a oa en e zorn.
1 Samuel 17:41 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar Filistin a zeuas ivez, hag a dostaas ouzh David. An den a zouge e skoed a gerzhe dirazañ. |
An AOTROU a lavaras da Jozue: Astenn ar speg a zo ez torn war-zu Ai, rak me a lakaio anezhi etre da zaouarn. Jozue a astennas war-zu kêr ar speg a oa en e zorn.
Kemer a reas e vazh en e zorn, hag e tibabas er froud pemp maen kompez, hag o lakaas en e sac'h-mêsaer hag en e c'hodell. Hag, e vatalm en e zorn, e tostaas ouzh ar Filistin.
Ar Filistin a sellas hag a welas David, hag e tisprizas anezhañ, dre ma oa un den yaouank melegan gant un dremm vrav.
Koad e c'hoaf a oa evel ur granenn eus ur stern-gwiader, ha beg e c'hoaf a boueze c'hwec'h kant sikl houarn. An hini a zouge e skoed a gerzhe dirazañ.