Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 17:40 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

40 Kemer a reas e vazh en e zorn, hag e tibabas er froud pemp maen kompez, hag o lakaas en e sac'h-mêsaer hag en e c'hodell. Hag, e vatalm en e zorn, e tostaas ouzh ar Filistin.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 17:40
8 Referencias Cruzadas  

na sac’h evit ar veaj, na daou wiskamant, na botoù, na bazh, rak al labourer a zo dleet dezhañ e voued.


E-touez an holl bobl-se e oa seizh kant den eus an dibab n'en em servijent ket eus o dorn dehou. Pep hini anezho a c'helle tizhout ur vlevenn en ur stlepel ur maen, ha n'he manke ket.


War e lerc'h e voe Shamgar mab Anath. Kannañ a reas c'hwec'h kant Filistin gant ur broud ejen, hag eñ ivez a zieubas Israel.


Goude David a c'hourizas e gleze war e zilhad, hag en em lakaas da gerzhout, rak n'en doa ket esaeet. David a lavaras da Saül: Ne c'hellan ket kerzhout, rak n'on ket boas. Ha David o lamas diwarnañ.


Ar Filistin a zeuas ivez, hag a dostaas ouzh David. An den a zouge e skoed a gerzhe dirazañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos