Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra.
1 Samuel 16:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e pedi Jese d'an aberzh, hag e roin dit da anavezout ar pezh az po d'ober, hag ec'h olevi evidon an hini a lavarin dit. |
Gant Absalom e oa aet daou c'hant den eus Jeruzalem, en doa pedet. Aet e oant gant onestiz, hep gouzout netra.
Ra vo olevet eno gant an aberzhour Zadok hag ar profed Natan, da roue war Israel. Hag e sonot gant ar shofar hag e lavarot: Ra vevo ar roue Salomon!
Holl henaourien Israel a zeuas eta etrezek ar roue da Hebron, ha David a reas ganto un emglev en Hebron dirak an AOTROU . Hag ec'h olevjont David da roue war Israel, hervez komz an AOTROU a oa bet disklêriet dre Samuel.
Komz a ri eta outañ hag e lakai ar c'homzoù en e c'henoù; ha me a vo gant da c'henoù ha gant e hini, hag e kelennin deoc'h ar pezh a zleot ober.
En ur grenañ ha spouronet, e lavaras: Aotrou, petra a fell dit a rafen? Hag an Aotrou a lavaras dezhañ: Sav ha kae e kêr, hag e vo lavaret dit ar pezh ac’h eus d’ober.
Warc'hoazh d'an eur-mañ e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhañ evit bezañ rener war va fobl Israel, hag eñ a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon.