Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Samuel 9:16 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

16 Warc'hoazh d'an eur-mañ e kasin dit un den eus bro Benjamin, hag ec'h olevi anezhañ evit bezañ rener war va fobl Israel, hag eñ a zieubo va fobl eus dorn ar Filistined. Rak sellet em eus ouzh va fobl, rak deuet eo he garm betek ennon.

Ver Capítulo Copiar




1 Samuel 9:16
17 Referencias Cruzadas  

Bremañ eta grit-se, rak an AOTROU en deus komzet ouzh David o lavarout: Dre zorn David va servijer e tieubin va fobl Israel eus dorn ar Filistined hag eus dorn o holl enebourien.


Distro, ha lavar da Ezekiaz rener va fobl: Evel-henn e komz an AOTROU, Doue David da dad: Klevet em eus da bedenn, gwelet da zaeroù, setu ez an da yac'haat ac'hanout. A-benn tri deiz e pigni da di an AOTROU,


Pedenn an den glac'haret, pa'z eo diskaret ha ma skuilh e glemm dirak an AOTROU.


Koulskoude e sellas outo en o estrenvan, pa glevas o c'hriadennoù.


Gwel va glac'har ha va labour, ha pardon din va holl bec'hedoù.


Kalon an den a soñj en hec'h hent, met an AOTROU a ren e gammedoù.


Hag Hanameel mab va eontr a zeuas da'm c'havout, hervez komz an AOTROU, e porzh an toull-bac’h, hag e lavaras din: Pren va fark a zo en Anatod e bro Venjamin, rak dit eo an droed a hêrezh hag a zaspren. Pren evidout. Hag e ouezis e oa komz an AOTROU.


Samuel a gemeras ur vured eoul, a skuilhas war benn Saül, hag e pokas dezhañ, hag e lavaras: An AOTROU , ha n'en deus ket da olevet evit bezañ rener war e hêrezh?


Saül hag an holl bobl a oa gantañ a voe dastumet, hag ez ejont betek lec'h an emgann, ha setu, ar Filistined o doa tennet ar c'hleze an eil a-enep egile, en ur spontadeg bras-meurbet.


En deiz-se an AOTROU a zieubas Israel, hag an emgann en em astennas betek Bet-Aven.


Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviñ ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremañ eta selaou mouezh komzoù an AOTROU .


An AOTROU a lavaras da Samuel: Betek pegeit e ri kañv da Saül, pa em eus e daolet kuit evel roue war Israel? Leugn da gorn gant eoul ha kae. Me a gaso ac'hanout da gavout Jese eus Betlehem, rak gwelet em eus unan e vibien evel roue evidon.


Hag e pedi Jese d'an aberzh, hag e roin dit da anavezout ar pezh az po d'ober, hag ec'h olevi evidon an hini a lavarin dit.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos