Rak te da-unan, AOTROU an armeoù Doue Israel, te ac'h eus disklêriet an traoù-se da'z servijer o lavarout: Me a savo dit un ti! Setu perak da servijer en deus kavet an hardizhegezh d'ober dit ar bedenn-mañ.
Samuel a lavaras da Saül: An AOTROU en deus va c'haset da oleviñ ac'hanout evel roue war e bobl, war Israel. Bremañ eta selaou mouezh komzoù an AOTROU .
Eñ a lavaras dezhañ: N'eo ket! Ne varvi ket. Setu, ne ra va zad netra, na bras na bihan, hep henn lavarout din. Perak e kuzhfe va zad ouzhin an dra-mañ? N'emañ ket evel-se.