1 Samuel 13:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
Evel-se holl Israel a glevas lavarout: Saül en deus kannet gwarded ar Filistined, ha zoken Israel a zo deuet kasaus evit ar Filistined. Ar bobl en em vodas e-kichen Saül e Gilgal.
Neuze Jakob a lavaras da Simeon ha da Levi: Trubuilhet hoc'h eus ac'hanon, o vezañ ma'm lakait e brud fall e-touez tud ar vro, e-touez ar Gananeiz hag ar Ferezianed. Ne'm eus nemet un niver bihan a dud, en em vodañ a raint a-enep din hag e skoint ac'hanon hag e vin distrujet, me ha va zi.
e lavarot: Da servijerien o deus maget dalc'hmat loened abaoe hon yaouankiz betek bremañ, ni hag hon tadoù. Evel-se e chomot e bro C'hoshen, rak an Ejipsianed o deus euzh ouzh an holl vesaerien.
Mibien Ammon a welas e oant bet kasaus e-keñver David. Hanun ha mibien Ammon a gasas da-gichen ar Siriz eus Bet-Reob hag ar Siriz eus Zoba evit goprañ ugent mil den war droad, mil den e-kichen roue Maaka, ha daouzek mil den e-kichen tud Tob.
hag e lavarjont: Ra sello an AOTROU ouzhoc'h ha ra varno! Lakaet hoc'h eus ac'hanomp ur flaer dirak Faraon ha dirak e servijerien, en ur lakaat ur c'hleze en o dorn evit hol lazhañ.
Hag e tiskenni a-raok din da C'hilgal. Ha setu e tiskennin da'z kavout evit kinnig loskaberzhoù hag evit aberzhiñ aberzhoù a drugarekadennoù. Gortoz a ri seizh deiz betek ma en em gavin ez kichen, hag e tisklêrin dit ar pezh az po d'ober.