Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.
1 Samuel 1:17 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Eli a respontas o lavarout: Kae e peoc'h, ha ra roio Doue Israel dit an dra ac'h eus goulennet digantañ. |
Izaak a aspedas an AOTROU evit e wreg, rak houmañ a oa gaonac’h. An AOTROU a voe aspedet gantañ ha Rebeka e wreg a goñsevas.
Jabez a c'halvas Doue Israel o lavarout: Mar bennigez ac'hanon, ma astennez va harzoù, ma vez da zorn ganin, ma tiwallez ac'hanon eus ar gwalleur, en hevelep doare ma ne vin ket er glac'har...! Ha Doue a roas dezhañ ar pezh en doa goulennet.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h ha bez dizereet eus da gleñved.
Lavarout a reas dezhi: Merc’h, kemer fiziañs, da feiz he deus da yac’haet, kae e peoc’h.
An aberzhour a lavaras dezho: It e peoc'h! An AOTROU en deus dirak e zaoulagad an hent emaoc'h o vont gantañ.
Na gemer ket da servijerez evit ur vaouez a netra, rak er vrasted eus va foan hag eus va glac'har eo em eus komzet betek bremañ.
Elkana he gwaz a lavaras dezhi: Gra ar pezh a gavez mat, chom ken na'z po e zizonet. Ra seveno an AOTROU e gomz! Evel-se ar wreg a chomas hag a vagas he mab ken n'he doe e zizonet.
Jonatan a lavaras da Zavid: Kae e peoc'h, hervez ar pezh hon eus touet hon daou en anv an AOTROU o lavarout: An AOTROU a vo etre me ha te, hag etre va lignez ha da lignez, da viken.
David a gemeras eus he dorn ar pezh he doa degaset hag a lavaras dezhi: Adpign e peoc'h da'z ti. Sell, selaouet em eus ouzh da vouezh, ha da zegemeret mat.
Bremañ eta distro ha kae e peoc'h, evit ma ne ri netra a zisplije da briñsed ar Filistined.