Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,
1 Samuel 1:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e reas ur gouestl o lavarout: AOTROU an armeoù, mar sellez ouzh glac'har da servijerez, ma'z pez soñj ac'hanon, ma n'ankounac'haez ket da servijerez, ma roez da'z servijerez ur bugel paotr, e roin anezhañ d'an AOTROU holl zeizioù e vuhez, hag an aotenn ne dremeno ket war e benn. |
Jakob a reas ur gouestl, o lavarout: Ma vez Doue ganin, ma tiwall ac'hanon er veaj a ran, ma ro bara din da zebriñ ha dilhad da wiskañ,
Lea a goñsevas hag a c'hanas ur mab, hag en galvas Ruben, rak lavarout a reas: An AOTROU en deus sellet ouzh va glac'har ha bremañ va ozhac'h a garo ac'hanon.
Doue a zeuas memor dezhañ eus Noe hag eus an holl loened hag eus an holl chatal a oa gantañ en arc'h. Doue a lakaas da dremen un avel war an douar hag an doureier a sioulaas.
Marteze e sello an AOTROU ouzh va glac'har, hag e roio an AOTROU vad din e-lec'h ar mallozhioù a hiziv.
Ar bobl a gredas, hag ec'h anavezjont penaos en doa gweladennet an AOTROU mibien Israel ha penaos en doa gwelet o glac'har. Hag e soubljont o fenn hag e stoujont.
Pa ez po graet ur gouestl da Zoue, na zale ket d'en seveniñ, rak ne gemer ket plijadur en tud diskiant. Seven eta ar gouestl az po graet.
Komz da vibien Israel ha lavar: Pa en devo graet un den ur gouestl, ar pezh a zo un dra vras, mar d-eo tud, e vint evit an AOTROU hervez da brizadur.
Neuze Israel a reas ur gouestl d'an AOTROU hag a lavaras: Mar roez ar bobl-se da'm dorn, e lakain o c'hêrioù da verz.
An aberzhour a ginnigo unan evel aberzh-dic'haouiñ hag eben evel loskaberzh, hag e raio dic'haou evitañ eus ar pec'hed en deus graet diwar-benn an hini marv. Santelaat a raio e benn en deiz-se,
E-pad holl amzer e le a engouestl, an aotenn ne dremeno ket war e benn, santel e vo betek ma vo peurechu e zeizioù da vezañ engouestlet d'an AOTROU, lezel a raio da greskiñ blev e benn.
Bez' e vi brazez hag e c'hani ur mab; an aotenn ne dremeno ket war e benn, rak ar bugel a vo un Nazeread a Zoue adalek ar c'hof. Eñ eo an hini a grogo da zieubiñ Israel eus dorn ar Filistined.
Goude-se e savjont mintin mat, e stoujont dirak an AOTROU , hag e tistrojont da zont d'o zi da Rama. Hag Elkana a anavezas Anna e wreg, hag an AOTROU en doe soñj anezhi.
Met Anna ne bignas ket, rak lavarout a reas d'he gwaz: N'in ket betek ma vo dizonet ar paotr, ha neuze ez in, evit ma vo kinniget dirak an AOTROU , ha ma chomo eno da viken.
Evel-se e prestan anezhañ d'an AOTROU , prestet e vo d'an AOTROU evit holl zeizioù e vuhez. Hag e stoujont eno dirak an AOTROU .
Eli a vennigas Elkana hag e wreg o lavarout: Ra roio an AOTROU dit bugale eus ar wreg-mañ, evit ar prest he deus graet d'an AOTROU . Hag e tistrojont d'o c'hêr.