1 Rouaned 8:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Neuze Salomon a lavaras: An AOTROU en deus lavaret e vefe o chom en deñvalijenn. |
An aberzhourien ne c'hellent ket en em zerc'hel ennañ evit ober ar servij, en abeg d'ar goabrenn, rak gloar an AOTROU he doa leuniet ti an AOTROU.
Ezdra a zigoras al levr dirak an holl bobl, rak dreist an holl bobl e oa. Kerkent ha ma tigoras anezhañ, an holl dud en em zalc'has en o sav.
Ar goabrenn hag an deñvalijenn a zo en-dro dezhañ, ar reizhder hag an eeunder a zo diazez e dron.
An AOTROU a lavaras da Voizez: Komz ouzh Aaron da vreur ma ne d-aio ket e pep amzer el lec’h santel, en diabarzh ar ouel, dirak al lec’h-a-drugarez a zo war an arc’h, gant aon na varvfe, rak en em ziskouezin er goabrenn war al lec’h-a-drugarez.
Tostaet oc'h d'en em zerc'hel e traoñ ar menez. Ar menez a zeve gant tantezioù betek kreiz an neñv, hag e oa teñvalijenn, koumoul ha dic'houloù.
An AOTROU a lavaras ar c'homzoù-se d'an holl vodadenn war ar menez a-greiz an tan, ar c'houmoul hag an deñvalijenn, dre ur vouezh kreñv, ha netra ouzhpenn. Hag e skrivas anezho war ziv daolenn vaen a roas din.
N’hoc’h eus ket tostaet ouzh ur menez a c’helled stekiñ hag a oa devet dre an tan, nag ouzh ar goabrenn, nag ouzh an deñvalijenn, nag ouzh ar gorventenn,