Sevel a reas an estajoù en-dro d'an ti, pep hini pemp ilinad uhelder, hag e voent dalc'het ouzh an ti dre goad sedrez.
1 Rouaned 6:9 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez. |
Sevel a reas an estajoù en-dro d'an ti, pep hini pemp ilinad uhelder, hag e voent dalc'het ouzh an ti dre goad sedrez.
hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoù hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhañ.
Dor kambroù an estaj-kreiz a oa en tu dehou eus an ti. Gant un diri-war-viñs e pigned d'an estaj-kreiz-mañ, hag eus an hini kreiz d'an trede.
Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.
Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter en doa savet d'an AOTROU, hag e lakae da vogediñ war an hini a oa dirak an AOTROU. Hag ec'h echuas an ti.
Fichañ a reas al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag e lakaas ar rideoz ouzh dor al leurenn. Evel-se Moizez a echuas al labour.