Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 7:51 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

51 Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 7:51
15 Referencias Cruzadas  

Lakaat a reas e ti an AOTROU an traoù a oa bet santelaet gant e dad hag ar pezh en doa santelaet e-unan, arc'hant, aour ha listri.


Evel-se Salomon a savas an ti hag en echuas.


Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez.


Penn ar warded a gasas ivez gantañ an ezañsoueroù, an hanafoù, ar pezh a oa en aour hag ar pezh a oa en arc'hant.


Evel-se e voe echuet an holl labour a reas Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, Salomon a zegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti Doue.


Ne bellajont ket diouzh gourc'hemenn ar roue diwar-benn an aberzhourien hag al Levited, evit netra ebet, nag evit an teñzorioù.


An ti-se a voe echuet d'an trede deiz a viz Adar, er c'hwec'hvet bloaz eus ren ar roue Dariuz.


Fichañ a reas al leurenn en-dro d'an tabernakl ha d'an aoter, hag e lakaas ar rideoz ouzh dor al leurenn. Evel-se Moizez a echuas al labour.


Daouarn Zorobabel o deus soliet an ti-mañ, hag e zaouarn a echuo anezhañ, hag e ouezi ez on bet kaset davedoc'h gant AOTROU an armeoù.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos