Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 9:25 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

25 Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter en doa savet d'an AOTROU, hag e lakae da vogediñ war an hini a oa dirak an AOTROU. Hag ec'h echuas an ti.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 9:25
14 Referencias Cruzadas  

Evel-se Salomon a savas an ti hag en echuas.


hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoù hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhañ.


Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez.


Mibien Amram a voe: Aaron ha Moizez. Aaron a voe lakaet a-du evit santelaat ar pezh a zo santel-meurbet, eñ hag e vibien, da viken, evit kinnig an ezañs dirak an AOTROU , evit ober e servij, evit bennigañ da viken en e anv.


Va mibien, na vezit ket lezirek, rak an AOTROU en deus dibabet ac'hanoc'h evit en em zerc'hel dirazañ hag e servijañ, hag evit kinnig dezhañ an ezañs.


Dre m'o deus va dilezet ha m'o deus lakaet da vogediñ da zoueoù all, evit va c'hounnariñ gant holl oberoù o daouarn, va fulor a vo skuilhet war al lec'h-mañ, ha ne vo ket mouget.


Evel-se e voe kempennet holl labour Salomon, betek an deiz ma voe diazezet ti an AOTROU, ha betek ma voe echuet. Hag evel-se e voe peurc'hraet ti an AOTROU.


Aaron a lakaio da vogediñ eno ezañs a c'hwezh-vat. Bep beure, pa gempenno al lampoù, e lakaio da vogediñ an ezañs.


Teir gwech ar bloaz en em ziskouezo an holl wazed ac'hanoc'h dirak an Aotrou, an AOTROU Doue Israel.


Teir gwech er bloaz, pep gwaz ac'hanoc'h en em gavo dirak an AOTROU ho Toue, el lec'h dibabet gantañ, da ouel ar bara hep goell, da ouel ar sizhunioù ha da ouel al logelloù, ha n'en em ziskouezo ket er c'houllo dirak an AOTROU.


penaos a vloaz da vloaz merc'hed Israel a ya da glemm diwar-benn merc'h Jefte ar Galaadad, e-pad pevar devezh bep bloaz.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos