Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 6:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Sevel a reas an estajoù en-dro d'an ti, pep hini pemp ilinad uhelder, hag e voent dalc'het ouzh an ti dre goad sedrez.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 6:10
7 Referencias Cruzadas  

Ha komz an AOTROU a voe disklêriet da Salomon o lavarout:


Sevel a reas eta an ti hag en echuas, hag e c'holoas an ti gant plenk ha gant treustoù sedrez.


Met Josheba, merc'h ar roue Joram, c'hoar Akazia, a gemeras Joaz mab Akazia, hag e laeras anezhañ a-douez mibien ar roue a lakaed d'ar marv, hag e kuzhas anezhañ ouzh daoulagad Atalia, eñ gant e vagerez, e sal ar gweleoù, ha ne voe ket lakaet d'ar marv.


David a roas da Salomon e vab skouer ar porched, ar savadurioù, ar c'hambroù-teñzor, ar c'hambroù uhel, ar c'hambroù-diabarzh hag al lec'h-a-drugarez;


Treustoù hon ti a zo sedrez, hol lambruskoù a zo siprez.


Kae da di ar Rekabiz ha komz outo; o degas a ri da di an AOTROU, en unan eus ar c'hambroù, hag e kinnigi dezho gwin da evañ.


Ar c'hambroù-kostez a oa war dri estaj, tregont dre estaj. Mont a raent en ur voger savet evit ar c'hambroù-mañ tro-dro d'an ti, hag e harpent outi, hep harpañ ouzh moger an ti.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos