hag en unnekvet bloaz, da viz Bul, a zo an eizhvet miz, an ti a voe echuet, gant e holl zalc'hoù hag hervez ma oa ret. Seizh vloaz a voe lakaet d'ober anezhañ.
Evel-se e voe echuet an holl labour a reas ar roue Salomon evit ti an AOTROU. Goude-se, e tegasas ar pezh a oa bet gouestlet gant David e dad: an arc'hant, an aour hag an holl listri, a lakaas e teñzorioù ti an AOTROU.
Salomon a ginnige, teir gwech ar bloaz, loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù war an aoter en doa savet d'an AOTROU, hag e lakae da vogediñ war an hini a oa dirak an AOTROU. Hag ec'h echuas an ti.