Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mañ, met da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mañ da'm anv.
1 Rouaned 5:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Gouzout a rez n'en doa ket gellet David va zad sevel un ti da anv an AOTROU e Zoue, en abeg d'ar brezel graet gant e enebourien en-dro dezhañ a bep tu, ken n'en defe o lakaet an AOTROU dindan e dreid. |
Koulskoude ne vo ket te a savo an ti-mañ, met da vab, a zeuio ac'hanout, a vo an hini a savo an ti-mañ da'm anv.
Met komz an AOTROU a voe disklêriet din evel-henn: Skuilhet ec'h eus gwad e-leizh, graet ec'h eus brezelioù bras, ne savi ket un ti da'm anv, rak gwad e-leizh ac'h eus skuilhet war an douar dirazon.
Hag ar roue David a savas war e dreid hag a lavaras: Va breudeur ha va fobl, selaouit-me! C'hoant am boa da sevel un ti diskuizh da arc'h emglev an AOTROU , hag evit skabell treid hon Doue, ha prest e oan d'ober.
Met Doue en deus lavaret din: Ne savi ket un ti da'm anv, dre ma'z out un den a vrezel ha gwad ac'h eus skuilhet.
meuzioù e daol, annezlec'hioù e servijerien, urzh ha gwiskamant a re a servije, e hanaferien hag o gwiskamant, ar grec'henn a gase da di an AOTROU, a voe holl er-maez anezhi hec'h-unan.
Hag ouzh va zaol e veze kant hanter-kant den, ar Yuzevien hag ar renerien, gant ouzhpenn ar re a zeue d'hor c'havout eus ar broadoù a oa en-dro deomp.
Ar pezh a veze fichet bemdez a oa: un ejen, c'hwec'h dañvad a-zibab, ha laboused; ha pep dek deiz e veze aozet a bep seurt gwin a-fonn. Ha gant kement-se ne'm eus ket goulennet ar pezh a zo merket d'ar gouarnour, rak al labour a veze pounner war ar bobl-se.
Salm David. An AOTROU en deus lavaret da'm Aotrou: Azez a-zehou din, betek ma em bo graet eus da enebourien ur skabell dindan da dreid.
E c'hraet ec'h eus un tamm izeloc'h eget an aeled, e gurunet ec'h eus a c'hloar hag a enor,
Ha mac'hañ a reot ar re zrouk, rak evel ludu e vint dindan solioù ho treid en deiz ma kempennan, eme AOTROU an armeoù.
Pa o doe degaset ar rouaned-se da Jozue, Jozue a c'halvas holl dud Israel, hag e lavaras da ofiserien an dud a vrezel a oa aet gantañ: Tostait ha lakait ho treid war c'houzougoù ar rouaned-mañ. Hag e tostajont hag e lakajont o zreid war o gouzougoù.