Ober a rejont eta un emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savas gant Pikol penn e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined.
1 Rouaned 5:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned An AOTROU a roas furnez da Salomon, evel m'en doa lavaret dezhañ. Hag e voe peoc'h etre Hiram ha Salomon, hag e rejont emglev. |
Ober a rejont eta un emglev e Beer-Sheba. Neuze Abimelek a savas gant Pikol penn e arme, hag e tistrojont da vro ar Filistined.
Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit ur prof arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.
setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.
Ha Doue a roas da Salomon furnez, ur poell bras-meurbet, hag ur galon ken frank hag an traezh a zo war aod ar mor.
Ar roue Salomon a savas tud a aner en holl Israel, hag an aner-mañ a voe a dregont mil den.
ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Ouzhpenn, evel m'eo bet fur ar Prezeger, en deus ivez kelennet ar furnez d'ar bobl. Eveshaet en deus, furchet hag urzhiet kalz a grennlavarioù.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.
Ma vank furnez da unan bennak ac’hanoc’h, ra c’houlenno digant Doue a ro d’an holl gant largentez hep rebech, hag e vo roet dezhañ.