Setu, ur mab a vo ganet dit, hag e vo un den a beoc'h, hag e roin dezhañ diskuizh dirak e holl enebourien tro-dro, rak e anv a vo Salomon, hag e roin ar peoc'h hag ar sioulded da Israel e vuhez-pad.
Hag a-douez va holl vibien, rak an AOTROU en deus roet din kalz mibien, dibabet en deus va mab Salomon, evit e lakaat da azezañ war dron rouantelezh an AOTROU war Israel.
Lavaret em eus deoc’h an traoù-se e parabolennoù. Met an amzer a zeu ma ne gomzin ken deoc’h e parabolennoù hag e komzin deoc’h sklaer diwar-benn an Tad.