1 Rouaned 5:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Salomon a roas da Hiram ugent mil kor gwinizh evit bevañs e di, hag ugent kor eoul glan-meurbet. Salomon a roe bep bloaz kement-se da Hiram. |
Hag e roin da'z servijerien a droc'ho pe a ziskaro ar c'hoad, ugent mil kor gwinizh dornet, ugent mil kor heiz, ugent mil bat gwin, ugent mil bat eoul.
Evel-se ar roue Salomon a voe brasoc'h eget holl rouaned an douar, dre e binvidigezh hag e furnez.
D'ar mestr-kaner; kanaouenn; salm mibien Kora; war ar "Mahalad"; "Maskil" Heman an Ezrakiad.
Herodez a oa droug ennañ a-enep tud Tir ha Sidon. Met int a zeuas a-unvan d’e gavout hag, o vezañ gounezet Blastuz, an hini a oa e penn da gambr ar roue, e c’houlennjont ar peoc’h, abalamour o bro a denne he bevañs eus hini ar roue.