Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 5:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

10 Hiram a roas koad sedrez ha koad siprez da Salomon, kement ha ma fellas dezhañ.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 5:10
7 Referencias Cruzadas  

Hiram roue Tir a gasas kannaded da gavout David, ha koad sedrez, kilvizien ha benerien, hag e savjont ti David.


Hiram roue Tir a gasas e servijerien da gavout Salomon, pa ouezas e oa bet olevet da roue e lec'h e dad. Rak Hiram en doa karet David bepred.


Salomon a roas da Hiram ugent mil kor gwinizh evit bevañs e di, hag ugent kor eoul glan-meurbet. Salomon a roe bep bloaz kement-se da Hiram.


Va servijerien o diskenno eus al Liban d'ar mor, ha goude e lakain anezho war ar mor dre radelloù, betek al lec'h ma ez po merket din. O lakaat a rin da vezañ distaget eno, hag e kemeri anezho. Hag e ri plijadur din en ur reiñ bevañs evit va zi.


Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.


Priñsed Zoan n'int nemet tud diskiant, ar c'huzul eus alierien fur Faraon a zo deuet da vezañ ur bodad amoet. Penaos e lavarit da Faraon: Me ’zo mab ar furien, mab ar rouaned kozh?


P'en doa hadet Israel, e pigne Madian gant Amalek ha mibien ar reter, hag e pignent a-enep dezhañ.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos