Bez' ez eus un emglev etre te ha me, evel etre va zad ha da hini. Setu e kasan dit ur prof arc'hant hag aour, kae, torr da emglev gant Baesha roue Israel, evit ma pellaio diouzhin.
setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.
ar furnez hag ar skiant a zo roet dit. Me a roio dit ivez pinvidigezh, madoù ha gloar, evel ma n'o deus ket bet ar rouaned a zo bet araozout, hag evel n'o devo hini ebet war da lerc'h.
Kanaouenn ar "Maalod"; eus Salomon. Ma ne sav ket an AOTROU an ti, ar re en sav a labour en aner. Ma ne ziwall ket an AOTROU kêr, an hini he diwall a evesha en aner.
Evel-henn e komz an AOTROU: En abeg da deir disentidigezh a-berzh Tir, ha peder zoken, ne zistroin ket diouto, dre m'o deus deroet evel sklaved da Edom un engroez a-bezh, ha n'o deus ket bet soñj eus an emglev a vreudeur.