Amnon a oa trubuilhet betek bezañ klañv en abeg da Damar e c'hoar, hag hi a oa gwerc'h. Hag e seblante re ziaes da Amnon kaout tra ebet diouti.
1 Rouaned 21:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra. |
Amnon a oa trubuilhet betek bezañ klañv en abeg da Damar e c'hoar, hag hi a oa gwerc'h. Hag e seblante re ziaes da Amnon kaout tra ebet diouti.
Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.
Goude an traoù-se, Nabod eus Jizreel o kaout ur winienn e Jizreel, e-kichen palez Akab roue Samaria,
Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.
Jezabel e wreg a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Perak eo glac'haret da spered ha ne zebrez ket?
Met kement-se holl n'eo ket a-walc'h din, e-keit ha ma welin Mardoke ar Yuzev azezet ouzh dor ar roue.
Gwelloc'h eo ar pezh a zo gwelet gant an daoulagad eget ar c'hoantoù goullo. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.
Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.
Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.
Ha ne fellas ket dezhañ, hag e lavaras: Ne zebrin ket. Met e servijerien, hag ar vaouez ivez, a zalc'has warnañ, hag e sentas outo. Sevel a reas eus an douar hag ec'h azezas war ar gwele.