2 Samuel 13:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
4 Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.
Jonadab a lavaras dezhañ: Gourvez war da wele evel ma vefes klañv, ha pa zeuio da dad da welout ac'hanout, e lavari dezhañ: Mar plij, ra zeuio va c'hoar Tamar da reiñ din da zebriñ, ra ficho dirazon ur meuz bennak, evit ma en gwelin ha ma tebrin eus he dorn.
Neuze Jezabel e wreg a lavaras dezhañ: Ha te eo bremañ an hini a ren war Israel? Sav, debr ha ra laouenaio da galon! Me a roio dit gwinienn Nabod eus Jizreel.
Doare o dremm a ro testeni a-enep dezho; evel Sodom ec'h embannont o fec'hed, ha n'en kuzhont ket. Gwalleur d'o ene! Dre ma kempennont poanioù dezho o-unan.
Hag o deus bet mezh da vezañ graet traoù euzhus? Nann, n'o deus bet mezh ebet a gement-se, ha n'ouzont ket petra eo ruziañ. En abeg da-se e kouezhint gant ar re a gouezh, hag e vint diskaret da vare ma rin war o zro, eme an AOTROU.
Mar kemer un den e c’hoar, merc’h e dad pe merc’h e vamm, ha ma wel he noazhder, ha ma hi a wel e noazhder, ur vezh eo; lamet e vint kuit dirak daoulagad mibien o fobl; dizoloet en deus noazhder e c’hoar, dougen a raio e zireizhder.
Diwar-benn an droug, daouarn o deus evit e ober. Ar priñs a c'houlenn manegoù, ar barner e c'hopr, an hini bras a ziskouez c'hoantegezh e ene, hag e reont evel-se a-unvan.