Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.
Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.
Evel ma vije bet nebeut a dra dezhañ kerzhout e pec'hedoù Jeroboam mab Nebad, e kemeras da wreg Jezabel merc'h Etbaal, roue ar Sidoniz, hag ez eas da servijañ Baal ha da stouiñ dirazañ.
rak pa zistrujas Jezabel profeded an AOTROU, Abdia a gemeras kant profed hag o c'huzhas, hanter-kant en ur c'hev hag hanter-kant en unan all, hag o magas gant bara ha dour.
Jezabel a gasas ur c'hannad etrezek Elia, da lavarout dezhañ: Ra raio an doueoù din hervez o brasañ rustoni, ma ne lakaan ket da ene warc'hoazh d'an eur-mañ evel ene unan anezho.
Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.
Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.
Neuze Ester a c'halvas Hatak, unan eus spazhidi ar roue, a oa bet lakaet evit he servijañ; hag hi a c'hourc'hemennas dezhañ goulenn digant Mardoke petra en devoa ha perak e rae evel-se.