Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:4 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

4 Akab a zistroas d'e di, glac'haret ha kounnaret gant ar gomz en doa lavaret dezhañ Nabod eus Jizreel, p'en doa respontet: Ne roin ket dit hêrezh va zadoù. Hag e c'hourvezas war e wele, e tistroas e zremm, ha ne zebras netra.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:4
21 Referencias Cruzadas  

Amnon a oa trubuilhet betek bezañ klañv en abeg da Damar e c'hoar, hag hi a oa gwerc'h. Hag e seblante re ziaes da Amnon kaout tra ebet diouti.


Lavarout a reas dezhañ: Mab roue, perak e treutaez evel-se a zeiz da zeiz? Ha ne zisklêri ket din? Amnon a lavaras dezhañ: Karout a ran Tamar c'hoar va breur Absalom.


Ha roue Israel a yeas d'e di, glac'haret ha kounnaret, hag e teuas da Samaria.


Goude an traoù-se, Nabod eus Jizreel o kaout ur winienn e Jizreel, e-kichen palez Akab roue Samaria,


Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.


Jezabel e wreg a zeuas d'e gavout hag a lavaras dezhañ: Perak eo glac'haret da spered ha ne zebrez ket?


Met kement-se holl n'eo ket a-walc'h din, e-keit ha ma welin Mardoke ar Yuzev azezet ouzh dor ar roue.


Ar vuanegezh a lazh an diskiant, an desped a laka ar sod da vervel.


Gwelloc'h eo ar pezh a zo gwelet gant an daoulagad eget ar c'hoantoù goullo. Kement-se ivez a zo avel ha poan spered.


Displijet kalz eo bet Jonaz gant kement-se, hag ez eas droug ennañ.


An AOTROU a lavaras dezhañ: Hag e rez mat o fuloriñ?


Pa savas an heol, Doue a lakaas un avel domm da c'hwezhañ eus ar sav-heol, hag an heol a skoas war benn Jonaz, en doare ma vagane. Hag e c'houlennas ar marv o lavarout: Gwelloc'h eo din ar marv eget ar vuhez.


Ha Doue a lavaras da Jonaz: Hag e rez mat o fuloriñ abalamour d'ar risin? Hag e respontas: Ober a ran mat o fuloriñ betek ar marv.


ha na roit ket digor d’an diaoul.


Met pep hini a zo temptet pa’z eo sachet hag hualet gant e zroukc’hoant e-unan.


Ha ne fellas ket dezhañ, hag e lavaras: Ne zebrin ket. Met e servijerien, hag ar vaouez ivez, a zalc'has warnañ, hag e sentas outo. Sevel a reas eus an douar hag ec'h azezas war ar gwele.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos