Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

3 Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:3
22 Referencias Cruzadas  

Eñ a lavaras: Pell diouzhimp ar soñj d'ober evel-se! An den a zo bet kavet an hanaf etre e zaouarn a vo va sklav, met c'hwi, adpignit e peoc'h etrezek ho tad.


Respont a rejont dezhañ: Perak e komz va mestr evel-se? Pell diouzh da servijerien ar soñj d'ober un hevelep tra.


Hag e lavaras: Ra viro ouzhin Doue d'ober an dra-se. Hag evañ a rafen gwad an dud-se a zo aet war var o buhez? Rak e zegaset o deus war var o buhez. Ha ne fellas ket dezhañ evañ anezhañ. Setu ar pezh a reas an tri den kadarn-se.


Pell diouzhin reizhabegañ ac'hanoc'h! Betek va huanad diwezhañ ne ziwiskin ket va onestiz.


Ar priñs ne gemero netra diwar hêrezh ar bobl o diwiskañ anezho eus o dalc'h. Diwar e zalc'h eo e roio un hêrezh d'e vibien, evit na vo den ebet eus va fobl kaset kuit eus e dalc'h.


An douar ne vo ket gwerzhet da viken, rak an douar a zo din; em zi emaoc’h, evel diavaezidi hag evel ostizidi.


Evel-se un hêrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all e-touez mibien Israel, ha pep hini a vibien Israel a zalc'ho hêrezh meuriad e dadoù.


Un hêrezh ne dremeno ket eus ur meuriad da ur meuriad all, ha pep hini a-douez meuriadoù mibien Israel a zalc'ho e hêrezh.


Ha kas a reomp eta da netra al lezenn dre ar feiz? N’eo ket! Er c’hontrol, diazezañ a reomp al lezenn.


N’eo ket! Met ra vo Doue anavezet gwirion ha pep den gaouiat, hervez ma’z eo skrivet: Evit ma vi kavet reizh en da gomzoù ha ma c’hounezi da abeg pa vi barnet.


N’eo ket! Anez, penaos e varnfe Doue ar bed?


Petra eta? Ha pec’hiñ a raimp dre ma n’emaomp ket dindan al lezenn met dindan ar c’hras? N’eo ket!


N’eo ket! Marv omp d’ar pec’hed, penaos e c’hellfemp bevañ c’hoazh ennañ?


Ha roet en deus din neuze ar marv ar pezh a zo mat? N’eo ket! Met ar pec’hed eo, evit m’en em ziskouez evel pec’hed en ur reiñ din ar marv dre un dra vat, hag evit ma teu da vezañ gwall bec’her dre ar gourc’hemenn.


Petra a lavarimp eta? Hag eo pec’hed al lezenn? N’eo ket! Met ne’m eus anavezet ar pec’hed nemet dre al lezenn. Rak ne’m bije ket anavezet an droukc’hoant ma n’en dije ket al lezenn lavaret: Ne zroukc’hoantai ket.


Ha n’ouzoc’h ket ez eo ho korfoù izili Krist? Ha kemer a rin eta izili Krist evit ober anezho izili ur c’hast? N’eo ket!


Met pell diouzhin ar soñj da gavout gloar e netra all nemet e kroaz hon Aotrou Jezuz-Krist. Drezañ ar bed a zo bet kroazstaget evidon, evel ma’z on bet va-unan evit ar bed.


Pell diouzhimp dispac'hañ a-enep an AOTROU pe en em zistreiñ hiziv diouzh lerc'h an AOTROU , en ur sevel un aoter evit loskaberzhoù, donezonoù pe aberzhoù, ouzhpenn aoter an AOTROU hon Doue a zo dirak e dabernakl!


Neuze ar bobl a respontas: Pell diouzhimp ar soñj da zilezel an AOTROU evit servijañ doueoù all!


Evidon-me, pell diouzhin a bec'hiñ a-enep an AOTROU hag a baouez da bediñ evidoc'h. Met kelenn a rin deoc'h an hent mat hag eeun.


hag e lavaras d'e dud: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon d'ober a-enep va aotrou, a-enep olevad an AOTROU , un dra evel astenn va dorn warnañ! Rak olevad an AOTROU eo.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos