Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 21:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 e komzas Akab ouzh Nabod o lavarout dezhañ: Ro din da winienn, evit ma rin ul liorzh c'hlas, rak tost eo ouzh va zi. Hag e roin dit ur winienn welloc'h eviti, pe mar plij dit, e roin dit arc'hant evit he zalvoudegezh.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 21:2
18 Referencias Cruzadas  

Abram a respontas da Sarai: Setu, da vatezh a zo etre da zaouarn, gra dezhi evel ma plijo ganit. Sarai a wallgasas anezhi, hag e tec'has kuit azirazi.


Pa welas ar wreg e oa ar frouezh mat da zebriñ ha plijus d'an daoulagad, ha ma oa prizius evit digeriñ ar skiant, e kemeras eus he frouezh hag e tebras diouto. Reiñ a reas ivez diouto d'he fried a oa ganti, hag hemañ a zebras diouto.


Met Nabod a respontas da Akab: Ra ziwallo an AOTROU ac'hanon da reiñ dit hêrezh va zadoù.


Hag e respontas dezhi: Dre ma em eus komzet ouzh Nabod eus Jizreel, ha lavaret dezhañ: Ro din da winienn evit arc'hant, pe ma fell dit, e roin dit ur winienn all eviti. Hag en deus lavaret: Ne roin ket dit va gwinienn.


Akazia roue Juda a welas kement-se, hag e tec'has dre hent ti al liorzh. Met Jehu a redas war e lerc'h hag a lavaras: Skoit warnañ ivez en e garr! Hag e c'hoarvezas kement-se e savenn Gur e-kichen Jibleam. Akazia a dec'has da Vegiddo, hag e varvas eno.


Ne c'hoantai ket ti da nesañ, ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.


graet em eus din liorzhoù ha gwerjeoù, ha lakaet em eus enno a bep seurt gwez-frouezh,


ur feunteun a liorzhoù, ur puñs a zour bev, gwazhioù-dour eus al Liban.


Met da zaoulagad ha da galon n'int nemet evit da wallc'hoant, evit skuilhañ ar gwad didamall, evit mac'homañ ha gwaskañ.


Hag e lavaras dezho: Diwallit gant evezh diouzh ar bizhoni, rak un den n’en deus ket ar vuhez diouzh puilhentez e vadoù.


Rak ar vro ma'z ez e-barzh d'he ferc'hennañ n'eo ket evel bro Ejipt ma'z oc'h aet kuit diouti, e-lec'h ec'h hades da had hag e toures anezhañ gant da droad evel ul liorzh legumaj.


Ne c'hoantai ket gwreg da nesañ, ne avii ket ti da nesañ, nag e bark, nag e servijer, nag e vatezh, nag e ejen, nag e azen, na tra ebet a vefe da'z nesañ.


Met ar re a fell dezho bezañ pinvidik a gouezh en temptadur, er pech hag e kalz a c’hoantoù diskiant ha fall a stlap an dud er revin hag er gollidigezh.


Akish a c'halvas David hag a lavaras dezhañ: An AOTROU a zo bev! Te a zo un den eeun, hag e karjen da welout o tont er-maez hag o vont er c'hamp ganin, rak ne'm eus kavet netra fall ennout abaoe an deiz ma'z out deuet da'm c'havout betek hiziv. Met ne blijez ket d'ar briñsed.


Kemer a raio ho parkeier, ho kwini hag ho kwez-olivez gwellañ, hag o roio d'e servijerien.


Displijout a reas da Samuel ar ger-mañ: Laka warnomp ur roue evit hor barn. Ha Samuel a bedas an AOTROU .


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos