Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.
1 Rouaned 19:3 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned O welout kement-se, Elia a savas hag a yeas kuit evit saveteiñ e vuhez. Dont a reas da Veer-Sheba, a zo e Juda, hag e lezas eno e servijer. |
Abraham a savas beure-mat, a gemeras bara hag ur sac'h-dour hag o roas da Agar. O lakaat a reas war he skoaz, reiñ a reas dezhi ar bugel hag he c'hasas kuit. Hag ez eas hag e kerzhas e gouelec'h Beer-Sheba.
Juda hag Israel a oa o chom e surentez, pep hini dindan e winienn ha dindan e fiezenn, adalek Dan betek Beer-Sheba, e-pad holl buhez Salomon.
Faraon, o vezañ klevet an dra-se, a glaskas lazhañ Moizez. Met Moizez a dec'has kuit a-zirak Faraon hag a chomas e bro Vadian, e-lec'h ma azezas e-kichen ur puñs.
Pa lavaran: Ne rin ket meneg anezhañ, ha: Ne gomzin ken en e anv, ez eus em c'halon evel un tan devus, dastumet em eskern; en em rediañ a ran d'e zerc'hel, met ne c'hellan ket.
Met kement-se a zo c’hoarvezet evit ma vo peurc’hraet ar pezh a zo bet skrivet gant ar brofeded. Neuze e holl ziskibien a zilezas anezhañ hag a dec’has kuit.
Ha gant aon n’en em c’hwezhfen re abalamour da vrasted dispar an diskuliadurioù-se, eo bet lakaet din em c’hig ur broud, un ael eus Satan, evit va c’hrabanata, evit n’en em uhelafen ket.
David a lavaras en e galon: Lazhet e vin un deiz bennak dre zorn Saül. N'eus netra gwelloc'h evidon eget mont da vro ar Filistined, evit ma tremeno Saül hep klask ac'hanon e douaroù Israel, hag evel-se e tec'hin eus e zorn.