Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.
1 Rouaned 15:12 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, hag e lamas an holl idoloù o doa graet e dadoù. |
Kerzhout a reas en holl bec'hedoù en doa graet e dad a-raok dezhañ, hag e galon ne voe ket eeun e-keñver an AOTROU e Zoue, evel ma oa bet kalon David e dad.
e doare ma voe gwall euzhus, o vont war-lerc'h an idoloù, evel m'o doa graet an Amoreaned, en doa kaset kuit an AOTROU dirak mibien Israel.
Diwar-benn nemorant oberoù Jozafad, e gurioù a reas hag e vrezelioù, kement-se ha n'eo ket skrivet e levr danevelloù rouaned Juda?
Lemel a reas eus ar vro ar baotred oc'h en em reiñ d'ar gasterezh, ar re a oa chomet abaoe amzer Asa e dad.
Diskar a reas tiez ar baotred en em roe d'ar gasterezh, a oa e ti an AOTROU, e-lec'h ma veze maouezed o wiadiñ teltennoù evit Ashera.
o c’houzout penaos n’eo ket dre draoù breinus, evel arc’hant pe aour, oc’h bet dasprenet eus an doare aner da vevañ ho poa bet da hêrezh digant ho tadoù,
ha peanaos Sodom, Gomora hag ar c’herioù nesañ a oa en em roet d’an hevelep loustoni ha da bec’hedoù a-enep an natur, a servij da skouer o c’houzañv ar boan eus un tan peurbadus.