rak sevenet e vo a-dra-sur ar gomz en deus kriet, a-berzh an AOTROU, a-enep an aoter a zo e Betel hag a-enep an holl diez uhellec'hioù a zo e kêrioù Samaria.
1 Rouaned 13:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e krias a-enep an aoter, a-berzh komz an AOTROU, hag e lavaras: Aoter, aoter, evel-henn e komz an AOTROU: Setu, ur mab a vo ganet e ti David, e anv a vo Jozia, lazhañ a raio warnout aberzhourien an uhellec'hioù a laka da vogediñ warnout, ha devet e vo warnout eskern tud. |
rak sevenet e vo a-dra-sur ar gomz en deus kriet, a-berzh an AOTROU, a-enep an aoter a zo e Betel hag a-enep an holl diez uhellec'hioù a zo e kêrioù Samaria.
D'an eizhvet bloaz eus e ren, evel ma oa c'hoazh yaouank, en em lakaas da glask Doue David e dad. Ha d'an daouzekvet bloaz e krogas da c'hlanaat Juda ha Jeruzalem eus an uhellec'hioù, eus an Asheraoù, eus ar skeudennoù kizellet hag eus ar skeudennoù teuzet.
Selaouit, o neñvoù, ro da skouarn, o douar! Rak an AOTROU a gomz: Maget em eus mibien hag o desavet em eus, met en em savet int em enep.
Setu, c'hoarvezet eo an traoù kentañ hag e tisklêrian reoù nevez, hag o roan deoc'h da glevout a-raok m'en em gavint.
Me a zisklêr an diwezh adalek ar penn-kentañ, hag an dazont abaoe pell. Me a lavar: Va mennad a zalc'ho, hag e rin kement a fell din.
Youc'h a-leizh-korzenn, na zalc'h ket, sav da vouezh evel ur shofar, disklêr da'm fobl o disentidigezh, ha da di Jakob o fec'hedoù.
Komz an AOTROU a voe disklêriet dezhañ e deizioù Jozia mab Amon roue Juda, d'an trizekvet bloaz eus e ren,
Mab an den, profediñ a ri diwar-benn menezioù Israel, hag e lavari: Menezioù Israel, selaouit ouzh komz an AOTROU:
en abeg da-se, menezioù Israel, selaouit ouzh komz an Aotrou AOTROU: Evel-henn e komz an Aotrou AOTROU d'ar menezioù ha d'ar c'hrec'hioù, d'ar froudoù ha d'an traoniennoù, d'al lec'hioù distrujet ha digenvez, d'ar c'hêrioù dilezet a zo bet roet d'ar preizh ha d'ar goapaerezh d'ar broadoù tro-dro,
da zistreiñ a rin, hag e lakain ur c'hrog ouzh da javed, hag e rin dit dont er-maez gant da holl arme, kezeg ha marc'hegerien gwisket kaer holl anezho, un engroez bras gant skoedoù bras ha skoedoù bihan, o kregiñ ar c'hleze holl anezho.