Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
1 Rouaned 10:10 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon. |
Israel o zad a lavaras: Mard eo evel-se, grit eta kement-mañ: Kemerit en ho seier eus gwellañ frouezh ar vro ha kasit ur prof d'an den-se: un nebeudad balzam, un nebeudad mel, louzoù-frondus, mir, pistachez hag alamandez.
Dont a reas da Jeruzalem gant un heuliad bras, gant kañvaled o tougen louzoù-frondus, aour e-leizh ha mein prizius. Dont a reas da gavout Salomon, hag e komzas gantañ eus kement he doa en he c'halon.
Da Zoue en deus gourc'hemennet ma vi galloudek. Starta, o Doue, ar pezh ac'h eus graet evidomp!
Rouaned Tarsiz hag an inizi a ginnigo dezhañ donezonoù. Rouaned Seba ha Saba a zegaso dezhañ profoù.
Bevañ a raio hag e vo roet dezhañ aour Seba. Hep paouez e pedor evitañ ha bemdez e vo benniget.
An AOTROU a lavaras ivez da Voizez: Kemer louzoù-frondus, stakte, oniks, galbanom hag ezañs glan, e lodennoù kevatal.
Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.
O vezañ aet en ti, e kavjont ar bugel bihan gant Mari e vamm hag, oc’h en em stouiñ d’an douar, ec’h azeuljont anezhañ. Ha goude bezañ digoret o zeñzorioù, e kinnigjont dezhañ profoù: aour, ezañs ha mir.
ha gloar Doue ganti. He sked a oa heñvel ouzh hini ur maen prizius-meurbet, ouzh ur maen-yalp treuzwelus evel strink.