Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




1 Rouaned 10:11 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

11 Listri Hiram, o doa degaset aour eus Ofir, a zegasas ivez eus Ofir koad santal ha mein prizius e-leizh.

Ver Capítulo Copiar




1 Rouaned 10:11
9 Referencias Cruzadas  

Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue balustroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ha ne zeuas ken evel ar c'hoad santal-se, ha ne voe ken gwelet betek hiziv.


Ofir, Havila, Jobab; an holl re-se a voe mibien Joktan.


Bremañ kas eta din un den ampart d'al labourioù en aour, en arc'hant, en arem, en houarn, e tane, e ruz-bev, e limestra, hag a oar kizellañ engravadurioù, evit ma vo gant tud ampart am eus ganin e Juda hag e Jeruzalem, ar re en deus kempennet David va zad.


Kas din ivez eus al Liban koad sedrez, sapin ha santal, rak gouzout a ran e oar da servijerien troc'hañ koad al Liban. Setu, va servijerien a vo gant da re.


Huram a gasas dezhañ, dindan ren e servijerien, listri ha servijerien oc'h anavezout ar mor. Mont a rejont gant servijerien Salomon da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant hanter-kant talant aour, a zegasjont d'ar roue Salomon.


Taol an aour er poultr, aour Ofir e reier ar froud.


Ar mir, an aloez hag ar c'hasia a ro c'hwezh-vat da'z tilhad. Er palezioù olifant, c'hoari ar binvioù-kerdin a laouena ac'hanout.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos