Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Ar Prezeger 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

8 Dastumet em eus din ivez arc'hant hag aour, ha pinvidigezhioù ar rouaned hag ar proviñsoù, bet em eus kanerien ha kanerezed, ha plijadurioù mibien an dud, gwragez en niver bras.

Ver Capítulo Copiar




Ar Prezeger 2:8
21 Referencias Cruzadas  

Oadet on hiziv a bevar-ugent vloaz. Ha gellout a c'hellfen disheñvelaat ar mad diouzh an droug? Da servijer, ha blasaat a rafe ar pezh a zebrfe hag a evfe? Ha gellout a c'hellfen c'hoazh klevout mouezh ar ganerien hag ar c'hanerezed? Perak e vefe c'hoazh da servijer ur bec'h evit ar roue va aotrou?


Hag e roas d'ar roue kant ugent talant aour, louzoù-frondus e-leizh, ha mein prizius. Ha ne zeuas biskoazh un niver ken bras a louzoù-frondus, evel ma roas rouanez Seba d'ar roue Salomon.


Pouez an aour a zeue da Salomon bep bloaz a oa c'hwec'h kant c'hwec'h ha tri-ugent talant aour;


Holl hanafoù ar roue Salomon a oa en aour, hag holl listri ti koad al Liban a oa en aour glan. Netra ne oa en arc'hant. Ne veze graet van ebet anezhañ en deizioù Salomon.


Bez' en doe eta da wragez seizh kant priñsez, ha tri c'hant serc'h. Hag e wragez a zistroas e galon.


Ar roue Roboam a reas skoedoù arem en o lec'h, hag e lakaas anezho etre daouarn pennoù ar rederien a ziwalle dor ti ar roue.


Hiram en doa kaset d'ar roue kant ugent talant aour.


Mont a rejont da Ofir, hag e kemerjont eno pevar c'hant ugent talant aour, a zegasjont d'ar roue Salomon.


David ha pennoù an arme a lakaas a-du, evit ar servij, a-douez mibien Azaf, Heman ha Jedutun, ar re a oa profeded gant telennoù, gant lourennoù ha gant simbalennoù. Ha setu niver an dud implijet evit ar servij-se, hervez o c'harg:


An holl re-se a oa dindan urzh o zadoù evit ar c'han e ti an AOTROU , gant simbalennoù, lourennoù ha telennoù, evit servij ti Doue. Azaf, Jedutun hag Heman a oa dindan urzhioù ar roue.


Gant ar c'hoad santal-se e reas ar roue skalieroù evit ti an AOTROU hag evit ti ar roue, ha telennoù ha lourennoù evit ar ganerien. Ne oa ket bet gwelet diagent reoù heñvel e bro Juda.


hep kontañ o mevelien hag o mitizhien a oa seizh mil tri c'hant seizh ha tregont. Hag e oa daou c'hant kaner ha kanerez.


Avel an avelioù, eme ar Prezeger, avel an avelioù, pep tra a zo avel.


Bremañ eta mard oc'h prest, kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn am eus savet. Met ma n'azeulit ket, raktal e viot taolet er fornez-dan grizias. Ha petore doue a zieubo ac'hanoc'h eus va dorn?


kerkent hag e klevot son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ar binioù, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stouot hag ec'h azeulot an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.


Setu perak, kerkent hag e klevas an holl bobloù son ar c'horn, ar c'hleron, ar gitar, al lourenn, an delenn, ha pep seurt binvioù-seniñ, e stoujont holl, pobloù, broadoù, yezhoù, hag ec'h azeuljont an delwenn aour en doa savet ar roue Nebukadnezar.


Mouskanañ a reont ouzh son al lud, hag ec'h ijinont binvioù-seniñ evel David.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos