Ar Prezeger 2:7 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned
7 Prenet em eus sklaved ha sklavezed, hag em eus bet o bugale ganet em zi, bet em eus muioc'h a ejened ha deñved eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem.
Sevel a reas ivez tourioù er gouelec'h, hag e kleuzias puñsoù niverus, dre m'en doa kalz a loened er blaenenn ha war ar maez, ha labourerien-douar ha gwinierien war ar menezioù ha war ar C'harmel, rak karout a rae al labour-douar.
Hag e perc'henne seizh mil dañvad, tri mil kañval, pemp kant koublad ejened, pemp kant azenez, hag un niver bras a servijerien. An den-se a oa ar brasañ eus mibien ar sav-heol.
An AOTROU a vennigas amzer diwezhañ Job muioc'h eget e amzer gentañ. Hag e perc'hennas pevarzek mil dañvad, c'hwec'h mil kañval, mil koublad ejened ha mil azenez.
Met mar lavar ar servijer-se en e galon: Va mestr a zale da zont, ha mar en em laka da skeiñ gant ar vevelien ha gant ar mitizhien, da zebriñ, da evañ ha d’en em vezviñ,