Ne greden ket ar pezh a lavared, betek ma'z on deuet ha ma o deus gwelet va daoulagad. Ha setu, ne oa lavaret din nemet an hanter. Da furnez ha da vadoù a dremen ar pezh am boa klevet eus da vrud.
setu, e ran hervez da gomzoù. Setu ma roin dit ur galon fur ha poellek, e doare ma ne vo ket bet unan heñvel ouzhit a-raok dit, ha ne vo ket unan heñvel ouzhit ez koude.
Komzet em eus em c'halon o lavarout: Setu em eus kresket ha brasaet e furnez, muioc'h eget an holl re a zo bet a-raok din e Jeruzalem, ha va c'halon he deus gwelet kalz a furnez hag a anaoudegezh.