1 Rouaned 1:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Met an aberzhour Zadok, Benaja mab Jehojada, ar profed Natan, Shimei, Rei ha tud kalonek David, ne voent ket gant Adonija. |
Joab a oa penn holl arme Israel, Benaja mab Jehojada a oa penn ar Geretiz hag ar Beletiz,
Met n'en deus pedet nag ac'hanon-me da servijer, nag an aberzhour Zadok, na Benaja mab Jehojada, na Salomon da servijer.
Hag ar roue David a lavaras: Galvit din an aberzhour Zadok, ar profed Natan ha Benaja mab Jehojada. Hag e teujont dirak ar roue.
Neuze an aberzhour Zadok a ziskennas gant ar profed Natan, Benaja mab Jehojada, ar Geretiz hag ar Beletiz, hag e rejont da Salomon pignat war vulez ar roue David, hag e kasjont anezhañ da C'hihon.
Ar roue a lakaas Benaja mab Jehojada e penn an arme e lec'h Joab, hag e lakaas an aberzhour Zadok e lec'h Abiatar.
ha Zadok an aberzhour gant e vreudeur aberzhourien, dirak tabernakl an AOTROU , war an uhellec'h a oa e Gabaon,
Met an aberzhourien Levited, mibien Zadok, o deus miret servij va santual, pa o deus diheñchet diouzhin mibien Israel, int a dostaio ouzhin evit va servijañ hag en em zalc'ho dirazon evit kinnig din lard ha gwad, eme an Aotrou AOTROU.
tiegezh Levi a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h; tiegezh Shimei a-ziforc'h, hag o maouezed a-ziforc'h;