Abraham ha Sara a oa kozh hag erruet en oad. Sara n'he doa ken ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout.
1 Rouaned 1:1 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned David a oa kozh hag oadet bras. Goleiñ a raent anezhañ gant dilhad, ha ne domme ket dezhañ. |
Abraham ha Sara a oa kozh hag erruet en oad. Sara n'he doa ken ar pezh o deus ar gwragez ar c'hiz da gaout.
Ha David a savas eno un aoter d'an AOTROU, hag e kinnigas loskaberzhoù hag aberzhoù a drugarekadennoù, hag an AOTROU a voe peoc'haet e-keñver ar vro, hag ar gouli a baouezas en Israel.
Bat-Sheba a yeas da di ar roue, e-barzh e gambr. Ar roue a oa kozh-meurbet, hag Abishag ar Sunamitez a servije ar roue.
E servijerien a lavaras dezhañ: Ra vo klasket evit ar roue va aotrou ur plac'h yaouank gwerc'hez, en em zalc'ho dirak ar roue, a raio war e dro, hag a gousko war da vruched, evit tommañ d'ar roue va aotrou.
Deizioù hor bloavezhioù a zeu da zek vloaz ha tri-ugent, hag evit ar re greñvañ da bevar-ugent vloaz. Hag ar c'haerañ eus an deizioù-se n'eo nemet poan ha trubuilh, rak tremen a ra buan hag ez eomp kuit.
En hevelep doare mar kousk daou a-gevret, e vo tomm dezho; met an hini a zo e-unan, penaos e vo tomm dezhañ?
Jozue a oa kozh hag oadet bras. An AOTROU a lavaras dezhañ: Te a zo kozh hag oadet bras, hag e chom ur vro bras-meurbet da berc'hennañ.