Evel-se, ra garo pep hini ac’hanoc’h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec’h ozhac’h.
1 Pêr 3:2 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned pa welint ho kundu glan ha doujañsus. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) pa velint ho comportamant pur ha leun a respet. |
Evel-se, ra garo pep hini ac’hanoc’h e wreg eveltañ e-unan ha ra zoujo ar wreg hec’h ozhac’h.
Mevelien, sentit gant doujañs ha krenadenn ouzh ho mistri hervez ar c’hig, en eeunder a galon, evel ouzh Krist,
Lakait evezh hepken d’en em ren en un doare dellezek eus Aviel Krist, evit, pe e teuin d’ho kwelout pe e vin ezvezant, ma klevin lavarout ac’hanoc’h e talc’hit start en un hevelep spered da stourm gant un hevelep ene evit feiz an Aviel,
Evidomp-ni, emaomp keodedourien an neñv, a-belec’h e c’hortozomp ivez ar Salver, an Aotrou Jezuz-Krist.
Mevelien, sentit en holl draoù ouzh ho mistri hervez ar c’hig, nann zoken dindan o daoulagad evel ma klaskfec’h plijout d’an dud, met gant eeunder a galon hag e doujañs Doue.
Ra ne zisprizo den da yaouankiz, met bez ur skouer d’ar gredourien, dre ar ger, dre ar gundu, dre ar garantez, dre ar spered, dre ar feiz, dre ar c’hlanded.
Met evel ma’z eo santel an hini en deus ho kalvet, bezit hoc’h-unan santel en hoc’h holl gundu,
oc’h en em ren en un doare onest e-touez ar baganed, evit ma teuint da reiñ gloar da Zoue e deiz ar weladenn, o welout hoc’h oberoù mat e-lec’h droukkomz diwar ho penn evel pa vefec’h torfedourien.
En hevelep doare, gwragez, sentit ouzh hoc’h ezhec’h hoc’h-unan, evel-se mar d-eus hiniennoù na sentont ket ouzh ar ger, e vint gounezet hep ar ger dre gundu o gwragez,
Ra ne vo ket ho kempennadurezh hini an diavaez, blev rodellaouet, bragerizoù aour pe dilhad peurgempenn,
O vezañ ma tle an holl draoù-se eta bezañ teuzet, peseurt tud ne dlefec’h ket bezañ dre ar santelezh eus ho puhez ha dre an doujañs-Doue,