1 Pêr 2:8 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned ur maen-kouezh hag ur roc’h a wallskouer. Int en em stok a-enep dezhañ o tisentiñ ouzh ar ger, hag evit kement-se eo ez int bet tonket. Testamant Nevez 1897 (Jenkins) o veza dizent ouz ar ger, e teuont da wall‐stoka outhan, ha da gement‐se ez int bet destinet. |
Met evit kement-mañ em eus da lakaet da chom: evit ma weli va galloud hag evit ma vo embannet va anv dre an douar holl.
Ha ne'c'h eus ket desket em eus kempennet kement-se abaoe pell 'zo, hag abaoe an amzerioù koshañ em eus graet an diviz-se? Bremañ e lakaan an traoù-se d'en em gavout, emaout aze evit lakaat ar c'hêrioù kreñv e bernioù dismantroù.
Hag e vo lavaret: Plaenait, plaenait, kempennit an hent! Tennit pep harz diwar hent va fobl!
Eñ a vo ur santual, met ivez ur maen-kouezh hag ur roc'h a wallskouer evit an daou di eus Israel, ur pech hag ur roued evit tud Jeruzalem.
Simeon o bennigas hag a lavaras da Vari e vamm: Setu, ar bugel-se a zo lakaet da vezañ kouezhadenn hag adsavidigezh evit kalz en Israel, ha da vezañ ur sin eus enebiezh.
Petra lavarout mar en deus Doue, o fellout dezhañ diskouez e gounnar ha reiñ da anavezout e c’halloud, gouzañvet gant ur basianted vras podoù a gounnar graet evit ar gollidigezh,
ni a brezeg Krist kroazstaget, abeg da gouezhañ evit ar Yuzevien ha follentez evit ar C’hresianed,
d’ar re-mañ ur c’hwezh a varv o reiñ ar marv, ha d’ar re-se all ur c’hwezh a vuhez o reiñ ar vuhez. Ha piv a zo barrek evit an traoù-se?
Evidon-me, breudeur, mar prezegan an amdroc’h, perak ez on c’hoazh heskinet? Neuze ar maen-kouezh eus ar groaz a vefe aet da netra.
Rak Doue n’en deus ket hol lakaet evit ar gounnar, met evit gounit ar silvidigezh dre hon Aotrou Jezuz-Krist,
Dre-se eo lavaret er Skritur: Setu, e lakaan e Sion ur maen-korn dibabet ha prizius, hag an hini a gredo ennañ ne vo ket mezhekaet.
Resev a reot eta an enor, c’hwi ar re a gred. Met evit ar re zifeiz, ar maen taolet kuit gant ar re a vañsone a zo deuet da vezañ ar maen-korn,
Dre zroukc’hoant e korvoint ac’hanoc’h gant gerioù touellus, met abaoe pell amzer ne ehan o c’hondaonidigezh da dostaat hag o c’hollidigezh ne chom ket morgousket.
Rak en em silet ez eus en ho touez hiniennoù a zo skrivet abaoe pell ’zo o c’hondaonidigezh, tud na zouj ket Doue, a dro gras hon Doue e dirollerezh, hag a zinac’h Doue ar Mestr hepken ha Jezuz-Krist hon Aotrou.