1 Pêr 2:13 - Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Plegit eta, abalamour d’an Aotrou, da gement tra ensvet gant an dud, pe d’ar roue evel d’an hini a zo dreist ar re all, Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Rag‐se en em zoumetit, abalamour d’an Aotrou, da gement tra a zo bet instituet gant an dud; ken d’ar roue, abalamour ma’z eo an huella; |
Klaskit peoc'h ar gêr am eus ho harluet enni, pedit an AOTROU eviti, rak en he feoc'h ho po ar peoc'h.
Int a lavaras dezhañ: Eus Kezar. Neuze e lavaras dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Ha Jezuz a respontas dezho: Roit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue. Hag e voent souezhet bras gantañ.
Neuze e lavaras dezho: Rentit eta da Gezar ar pezh a zo da Gezar ha da Zoue ar pezh a zo da Zoue.
Degas soñj dezho da vezañ sentus ouzh ar pennoù-kêr hag ouzh ar galloudoù, da blegañ, da vezañ prest da bep ober mat,
dreist-holl ar re a gerzh hervez ar c’hig e c’hoantidigezh an hudurniezh hag e dispriz ar galloud. Rok hag hardizh, e tismegañsont hep aon ar gloarioù,