Sant Marc 9:3 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) He zillad a zeuaz da veza lugernus, gwenn evel an erc’h, ker gwenn ken n’euz kandier e‐bed var an douar a helfe renta ker gwenn‐ze. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned E zilhad a zeuas da vezañ lugernus, gwenn evel an erc’h, ken n’eus gwenner ebet war an douar a c’hellfe gwennañ evel-se. |
Hag e‐pad ma oa o pedi, he vizach a chenchaz, hag he zillad a zeuaz da veza gwenn ha lugernus evel eul luc’heden.
Neuze Corneil a lavaraz: Breman zo pevar devez, d’an heur‐man, e oann o iun hag o pedi em zi d’an naoved heur, ha setu ma en em brezantaz en eun taol dirazoun eun den gwisket skedus, hag a lavaraz:
da zebri kig ar rouane, kig ar c’habitaned, kig ar re c’halloudec, kig ar c’hezec hag ar re a ia var ho c’hein, ha kig an holl, ar re libr hag an esclaved ar re vihan hag ar re vraz.
Ha me a lavaraz dezhan: Aotrou, her gouzoud a rez. Hag hen a lavaraz d’in: Ar re‐ze eo ar re a zo deuet er meaz euz an drubuil vraz, hag ho deuz gwalc’het ho zaeou, hag ho deuz gwennet anezhe en goad an Oan.
Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;