Biblia Todo Logo
La Biblia Online

- Anuncios -




Apocalyps 7:9 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

9 Goude kement‐se e selliz, hag e veliz eun niver braz ha na helle den ho c’hounta, a bep nation, a bep tribu, a bep pobl, hag a bep langach; en em zerc’hel a reant en ho za dirag an tron ha dirag an Oan, gwisket gant saeou gwenn, ha palmez en ho daouarn;

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

9 Goude-se e sellis ha setu, un engroez ken bras ken na c’helle den kontañ, a bep broad, a bep meuriad, a bep pobl, a bep yezh, en em zalc’he dirak an tron ha dirak an Oan; gwisket e oant gant saeoù gwenn, gant palmez en o daouarn.

Ver Capítulo Copiar




Apocalyps 7:9
41 Referencias Cruzadas  

En amzer‐ze, ar bobl o veza en em zastumet a villierou, ken a valeent an eil var egile, Jesus a gommansaz da lavaret d’he ziskibien: Diwallit dreist‐holl ouz goell ar Farizianed, pehini eo an hipocrizi.


Beillit eta ha pedit e pep amzer, evit ma veot kavet dign da dec’het diouz an holl draou‐ze a dle c’hoarvezoud, ha da choum dirag Mab an den.


a gemeraz brancou palmez, hag a zeuaz d’he zialben, en eur grial: Hosanna! benniget ra vezo roue Israel, pehini a zeu en hano an Aotrou!


Rag ne fell ket d’in, breudeur, ec’h ignorfac’h ar myster‐man, evit na veot ket fur dirag ho taou‐lagad hoc’h‐unan; penaos eul loden euz a Israel a zo kwezet en dallentez, bete ma vezo holl bobl ar Jentiled antreet en Iliz.


Rag‐se kemerit holl armou Doue, evit ma c’hellot derc’hel stard en devez fall, ha goude beza trec’het pep tra, choum en ho sa.


Evel‐se euz a eun den, hag a oa dija dinerzet gant an oad, ez euz ganet eun niver braz, ken alies a zen hag a stereden a zo en env, hag a c’hreunen treaz a zo var bord ar mor, pere na hell den ho c’hounta.


Mes c’houi a zo tosteet ouz menez Sion, ouz kear an Doue beo, ar Jerusalem celestiel, ouz ar milierou a elez,


Hogen, ar seizved eal a zonaz gant an drompil ha moueziou braz a oe klevet en env, hag a lavare: Rouantelezou ar bed a zo lakeat dindan galloud hon Aotrou hag he Christ, hag hen a reno da virviken.


Na vezo malloz e‐bed ken; ha tron Doue hag an Oan a vezo enhi, hag he zervicherien a zervicho anezhan.


Alia a ran ac’hanoud da brena diganen‐me aour eprouvet gant an tan, evit ma vezi pinvidic;


En‐dro d’an tron e oa pevar‐var‐n’ugent tron all; ha var an troniou‐ze e veliz pevar‐var‐n’ugent den Ancien azezet, gwisket gant dillad gwenn, ha var ho fen e oa curunennou aour.


Neuze e selliz, hag e kleviz mouez kalz a elez en‐dro d’an tron ha d’an anevaled ha d’ar re Ancien; hag an niver anezhe a oa meur a vilion.


Hag e canent eur c’hantic nevez, en eur lavaret: Dign oud da gemeret al levr, ha da zigeri he ziellou; rag te a zo bet lazet, hag ec’h euz hor prenet da Zoue gant da oad, euz a bep tribu, euz a bep langach, a bep pobl, hag a bep bro,


Hag e oe roet saeou gwenn da bep hini anezhe, hag e oe lavaret dezhe gortoz c’hoas eun neubeud amzer, ken a vije peur‐leuniet an nivereuz ho c’hen‐zervicherien hag euz ho breudeur pere a dlie beza lakeat d’ar maro evelthe.


euz a dribu Zabulon, daouzec mil merket; euz a dribu Josef, daouzec mil merket; euz a dribu Benjamin, daouzec mil merket.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos