Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 9:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 C’houec’h devez goude, Jesus a gemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian, hag ho c’hassaz assambles ganthan a‐gostez var eur menez huel; hag e oe transfiguret dirazhe.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 C’hwec’h devezh goude, Jezuz a gemeras gantañ Pêr, Jakez ha Yann, hag o c’hasas o-unan a-du war ur menez uhel. Hag e voe treuzneuziet dirazo.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 9:2
23 Referencias Cruzadas  

Ha Jesus, o veza klevet kement‐se, en em dennaz ac’hane en eur vag a‐du en eul leac’h distro. Pa glevaz ar bobl kement‐se, ec’h heuljont anezhan euz ar c’heariou var droad.


Hag e kemeraz ganthan Per, Jakes ha Ian; hag e commansaz da veza spouronet hag ankeniet braz.


Goude‐ze, hen en em ziskouezaz en eun doare all da zaou anezhe, pa oant o vale evit mond var ar meaz.


Ha na bermetaz da zen mond var he lerc’h, nemed da Ber, da Jakes ha da Ian, breur Jakes.


En amzer‐ze, Jesus a zavaz var eur menez evit pedi; hag e tremenaz an noz o pidi Doue.


Hag ar Ger a zo bet great kig, hag hen deuz great he zemeurans en hon touez, leun a c’hras hag a wirionez, ha gwelet hon euz he c’hloar, eur gloar henvel ouz hini ar Mab unic euz an Tad.


Ha na gemerit ket skouer var ar bed‐man, mes bezit chanchet holl, en eur zond da gaoud eur spered nevez, evit ma c’hanavezfot ez eo bolontez Doue mad, agreabl ha parfet.


Setu aman an derved gwech ma’z an d’ho kavout. Var ger daou pe dri dest e vezo reglet pep tra.


pehini a chencho hor c’horf vil, evit ma teui da veza henvel ouz he gorf glorius, hervez ar galloud hen deuz da lakaad pep tra da blega dezhan.


Neuze e veliz eun tron braz ha gwenn, hag an hini a oa azezet varnezhan. An douar hag an env a dec’haz a‐zirag he faç, he ne oe mui kavet ho flas.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos