Neuze e lavaraz dezhe: Setu aze ar pez a lavaren deoc’h, pa oann c’hoas assambles ganeoc’h, e oa red ma vije accomplisset kement a zo bet scrivet divar va fen o lezen Moises, er brofeted, hag er Salmou.
Ha me en em daolaz d’he dreid evit hen adori; mes hen a lavaraz d’in: N’a ket da ober kement‐se; me a zo ken‐servicher ganez, ha gant da vreudeur pere ho deuz testeni Jesus. Ador Doue, rag testeni Jesus eo ar spered a brofesi.