Neuze eur re‐benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret: Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl‐benag.
Sant Marc 8:11 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Hag e teuaz eno Farizianed, pere a gommansaz disput ganthan, en eur c’houlen diganthan, evit he denti, eur miracl‐benag euz an env. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Ar farizianed a zeuas hag en em lakaas da riotal anezhañ, o c’houlenn digantañ, evit e demptañ, ur mirakl eus an neñv. |
Neuze eur re‐benag euz ar Scribed hag euz ar Farizianed a respontaz, en eur lavaret: Mestr, ni a garfe gwelet ac’hanoud oc’h ober eur miracl‐benag.
Dond a reaz ive Farizianed d’he gavout evit hen tenti, hag e leverjont dezhan: Ha permetet eo da eun den kas kuit he vreg n’euz fors evit pe seurt digarez?
Ha pa oe deuet en templ, prinsed ar veleien ha Senatourien ar bobl a dostaaz outhan, e‐pad ma oa o kelen, hag e leverjont dezhan: Dre be otorite e rez‐te an traou‐ze? Ha piou hen deuz roet d’id an otorite‐ze?
Neuze ar Farizianed, o veza eat kuit, en em guzuliaz evit klask tapoud anezhan en he gomzou.
Mes Jesus, oc’h anaoud ho fallagriez, a lavaraz: Hipocrited ma’z oc’h! perag e tentit‐hu ac’hanoun?
En deiz‐ze ar Saduseed, pere a lavar n’euz ket a resurrection, a zeuaz d’he gavoud, hag e rejont ar goulen‐man outhan:
Mes hen, oc’h anaoud ho hipocrizi, a lavaraz dezhe: Perag e tentit‐hu ac’hanoun? Digassit d’in eun diner, evit ma her gwelin.
Hag ar Scribed hag ar Farizianed, o velet ma tebre gant ar bublicaned hag ar bec’herien, a lavare d’he ziskibien: Perag e tebr hag ec’h ev‐hen gant ar bublicaned hag ar bec’herien?
Neuze eun doctor euz al lezen a zavaz hag a lavaraz da Jesus, evit hen amprouv: Mestr, petra a rankan‐me da ober evit herita euz ar vuez eternel?
Jesus a lavaraz dezhan: C’houi na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou.
Neuze e leverjont dezhan: Pe seurt miracl a rez‐te eta evit ma her gwelimp, ha ma credimp enoud? Pe seurt œuvr a rez‐te?
Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar.
Neuze Per a lavaraz dezhi: Perag oc’h‐hu en em glevet etrezoc’h evit tenti Spered an Aotrou? Setu e‐tal an nor ar re ho deuz lakeat da bried en douar, ha te ive a gassint ganthe.
Ha diwallomp da denti ar C’hrist, evel ma reaz lod anezhe; hag e oent distrujet gant ar serpanted.