Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Ian 4:48 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

48 Jesus a lavaraz dezhan: C’houi na gredit ket, nemed gwelet a rafec’h siniou ha miraclou.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

48 Jezuz a lavaras dezhañ: Ma ne welit ket a sinoù hag a vurzhudoù, ne gredit ket.

Ver Capítulo Copiar




Sant Ian 4:48
29 Referencias Cruzadas  

Neuze e teuaz Farizianed ha Saduseed d’he gavout, hag evit he denti e c’houlenjont diganthan diskouez dezhe eur miracl‐benag euz an env.


Rag sevel a raio fals‐Christed, ha fals‐profeted hag a rai miraclou braz ha burzudou, evit trompla, mar gellont, ar re choazet ho‐unan.


Ar re all hen deuz saveteet, ha na hell ket en em zavetei he‐unan. Mar d’eo roue Israel, ra ziskenno eta breman euz ar groaz, ha ni a gredo enhan.


Rag sevel a rai Christed faos ha fals profeted, hag e raint miraclou ha burzudou evit trompla memeus ar re choazet ma vije gallet.


Hag hen a lavaraz dezhe: Me a vele Satan o kweza euz an env evel eul luc’heden.


Hag Abraham a lavaraz dezhan: Ma na zelaouont ket Moises hag ar brofeted, na gredint ket ken neubeud, ha pa zavfe unan euz a‐douez ar re varo.


Mes evithan da veza great kement a viraclou dirazhe, ne gredjont ket enhan.


Ma n’am bije ket great en ho zouez an oberou n’int bet great gant hini all e‐bed, n’ho divije ket a bec’hed; mes breman ho deuz gwelet anezhe, hag ho deuz kaseet ac’hanoun ha va Zad ive.


Ar Judevien, o komz outhan, a lavaraz: Dre be seurt sin e tiskouezez deomp ec’h euz otorite da ober kement‐se?


Jesus a lavaraz dezhan: Abalamour ma ec’h euz va gwelet, Thomas, ec’h euz credet. Eürus ar re n’ho deuz ket gwelet, hag ho deuz credet!


An Aotrou‐ze euz ar palez a lavaraz dezhan: Aotrou disken, araog ma varvo va bugel.


Choum a rejont koulskoude eno pell amzer, o komz gant hardiegez, abalamour d’an Aotrou, pehini a rente testeni da gomz he c’hras, en eur ober dre ho daouarn burzudou ha miraclou.


Neuze an assamble holl a davaz, hag e selaouent Barnabas ha Paol, pere a gonte pebeuz miraclou ha burzudou hen doa great Doue dreizhe, e‐touez ar Jentiled.


hag e rin burzudou d’an neac’h en env, ha siniou d’an traon var an douar, goad, tan ha goabrennou moged;


Tud a Israel, klevit ar c’homzou‐man: Jesus a Nazaret, an den‐ze da behini hen deuz Doue rentet testeni en ho touez dre an oberou a c’halloud, ar burzudou hag ar miraclou hen deuz great Doue dreizhan en ho touez, evel ma ouzoc’h hoc’h‐unan;


Hag e teuaz doujans d’an holl, ha kalz a vurzudou hag a viraclou a oa great gant an ebestel.


en eur astenn da zorn, evit ma vezo pareet ar re glanv, ha great miraclou ha burzudou dre hano da Vab santel Jesus.


Hogen kalz a viraclou hag a vurzudou a oe great, dre zaouarn an ebestel, e‐touez ar bobl; hag e oant holl a‐unan e porched Salomon.


Hogen, Stefan, leun a feiz hag a nerz, a rea burzudou ha miraclou braz e touez ar bobl.


Hennes eo an hini ho zennaz er meaz, en eur ober burzudou ha miraclou en douar an Ejypt, er mor Ruz, hag en dezert, e‐pad daou‐ugent vloaz.


dre c’halloud ar miraclou hag ar burzudou; dre c’halloud ar Spered a Zoue; en hevelep doare ma em euz prezeget dreholl Aviel ar C’hrist, adaleg Jerusalem hag ar broiou trovar‐dro, beteg an Illyria.


E‐pad ma ema ar Judevien o c’houlen miraclou, ha ma ema ar Greked o klask ar furnez,


Ar preuvennou euz va abostolach ho deuz lugernet en ho touez dre eur batianted parfet, dre vurzudou, oberou souezus ha miraclou.


Donedigez an impi‐ze a vezo great gant nerz Satan, gant peb seurt galloud, gant burzudou ha miraclou faoz,


Doue he‐unan o souten ho zesteni dre vurzudou ha miraclou, ha meur a verk euz he c’halloud, ha dre an donezonou euz ar Spered‐Santel, hervez he volontez.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos