Lod all a gwezaz el leac’hiou meinec, e peleac’h n’hen doa nemeur a zouar; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar;
Sant Marc 4:16 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) er memeus doare, ar re a receo an had el leac’chiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa; Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned En hevelep doare, ar re a zegemer an had el lec’hioù meinek, eo ar re a glev ar ger hag e zegemer kerkent gant levenez, |
Lod all a gwezaz el leac’hiou meinec, e peleac’h n’hen doa nemeur a zouar; hag e savaz kerkent, dre ne oa ket doun en douar;
Ar re a zo a‐hed an hent, eo ar re a zo hadet ar Ger enhe, mes kerkent m’ho deuz he glevet, e teu Satan hag e lam kuit ar Ger a oa bet hadet en ho c’halonou;
mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho‐unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet.
rag Herodes a zouje Ian, o c’houzoud e oa eun den just ha santel; respet hen doa evithan; ober a rea memeus meur a dra hervez he avizou, hag hen selaou a rea gant plijadur.
ar re a receo anezhan var douar meinec eo an dud pere, o veza klevet ar ger, a receo anezhan gant joa, mes n’ho deuz ket a c’hrizien, ha na gredont nemed evit eun neubeud amzer; ha pa deu an dentation, e tec’hont kuit;
Ian a oa eur c’houlaouen o tevi hag o rei sclerijen, ha c’houi a zo bet fellet deoc’h, evit eur pennad, en em rejouissa ouz he sclerijen.
Ha Simon he‐unan a gredaz ive, ha goude ma oa bet badezet, ne bellae ken diouz Philip; hag o velet ar miraclou hag ar burzudou braz a vije great, e oa souezet meurbed.