Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 4:17 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

17 mes n’ho deuz ket a c’hrizien enhe ho‐unan, ha ne badont nemed eur momant, neuze kerkent ha ma sav trubul pe bersecution abalamour d’ar Ger, e vezont scandalizet.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

17 met n’o deus ket a wrizienn enno o-unan, ne badont ket pell ha, pa zeu ur glac’har pe un heskinerezh abalamour d’ar ger, e kavont kerkent un abeg da gouezhañ.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 4:17
23 Referencias Cruzadas  

Eürus eo an hini n’en em scandalizo ket abalamour d’in.


Abalamour da ze hen lavaran deoc’h, pep pec’hed ha pep gwall‐gomz a vezo pardonet d’an dud; mes ar gwall‐gomz a‐enep ar Spered na vezo ket pardonet dezhe.


mes n’hen deuz ket a c’hrizien enhan he‐unan; ne bad nemed eur pennad, ha pa zeu affliction pe bersecution abalamour d’ar ger, e vez kerkent scandalizet.


er memeus doare, ar re a receo an had el leac’chiou meinec, eo ar re pere, kerkent ha ma klevont ar Ger, a receo anezhan gant joa;


Hag ar re a receo an had e‐touez ar spern, eo ar re a zelaou ar Ger;


Ha piou‐benag hen devezo komzet a‐enep Mab an den, e vezo pardonet dezhan; mes an hini hen devezo gwallgomzet a‐enep ar Spered‐Santel, na vezo ket pardonet dezhan.


Jesus a lavaraz eta d’ar Judevien ho doa credet enhan: Mar kendalc’hit em c’homzou ez oc’h en gwirionez va diskibien.


Kement holl hag a fell dezhe plijoud deoc’h, hervez ar c’hig, a laka ac’hanoc’h d’en em circoncisa, mes ne reont kement‐se, nemed evit gallout tec’hel ouz ar bersecution, abalamour da groaz ar C’hrist.


Gouzoud a rez ez oun bet dilezet gant ar re holl a zo en Azi, e‐touez pere ema Phyjell hag Hermojen.


rag Demas, o veza karet ar bed‐man, hen deuz va dilezet, hag a zo eat da Dessalokika, Crescens a zo eat en Galatia, ha Titus da Zalmatia.


Em c’henta difen n’euz bet den ouz va zicour; mes holl ho deuz va dilezet. Doue ra viro ne vez countet kement‐se dezhe!


a bebeuz poaniou brassoc’h, a gav deoc’h, na vezo ket kavet dign an hini a vac’ho gant he dreid Mab Doue, hag a istimo evel profan goad an allians, dre behini eo bet santifiet, hag a rai outrach var ar Spered a c’hras?


Eat int er meaz euz hon touez, mes ne oant ket euz hon re‐ni; rag ma vijent bet euz hon re‐ni, e vijent choumet ganeomp, mes kement‐se a zo c’hoarvezet evit ma vije discleriet penaos n’int ket holl euz hon re‐ni.


N’az pez aoun rag netra euz an traou e pezo da c’houzanv; setu, an diaoul a ia da deurel darn ac’hanoc’h er prizon, evit ma veot amprouvet; ha c’houi ho pezo eun affliction a zeg devez. Bez fidel beteg ar maro, hag e roin d’id ar gurunen a vuez.


Anaoud a ran da oberou, hag al leac’h en pehini emoud o choum, el leac’h ma ema tron Satan; hag e talc’hez va hano, ha n’ec’h euz ket nac’het va feiz memeus en deiz ma’z eo bet lakeat d’ar maro Antipas va merzer fidel en ho touez, el leac’h ma ema Satan o choum.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos