Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen.
Sant Marc 3:1 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins) Jesus a antreaz eur vech all er sinagog, ha bez’ e oa eno eun den hag oa dizec’het he zorn. Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned Mont a reas ur wech all er sinagogenn, hag e oa eno un den en doa un dorn disec’het. |
Neuze ec’h antrejont en Capernaüm; ha Jesus, o veza eat er sinagog kerkent ha ma oa deuet deiz ar Sabbat, a gommansaz da gelen.
Hag e prezege en ho zinagogou, dre an holl C’halile, hag e kasse kuit an drouk‐sperejou.
Eno e oa gourvezet eun niver braz a dud klanv, tud dall, tud kam ha tud paralizet a oa o c’hortoz ma vije mesket an dour.