Biblia Todo Logo
La Biblia Online
- Anuncios -




Sant Marc 3:2 - Testamant Nevez 1897 (Jenkins)

2 Hag int a zelle piz outhan da velet hag hen a iac’haje anezhan da zeiz ar sabbat, evit gallout hen tamal.

Ver Capítulo Copiar

Bibl Koad 21: Ar Bibl e Brezhoneg evit ar Vretoned

2 Hag ec’h eveshaent outañ da welout hag eñ a yac’hafe anezhañ d’an deiz sabad, evit e damall.

Ver Capítulo Copiar




Sant Marc 3:2
12 Referencias Cruzadas  

Ha setu e oa eno eun den pehini hen doa eun dorn dizec’het; hag e c’houlenjont diganthan, evit gallout hen tamal: Ha permetet eo iac’haad en deiziou ar sabbat?


Hag e lavaraz d’an den a oa dizec’het he zorn: Sav ha choum aze er c’hreiz.


Jesus o veza antreet, eun devez a zabbat, en ti unan euz ar re genta e‐touez ar Farizianed, evit debri ganthan, ar Farizianed a zelle piz outhan.


Rag‐se, o teurel evez mad outhan, e kasjont tud hag a rea seblant da veza tud just, evit hen surpren en he gomzou, ha gallout evel‐se hen livra d’ar barner hag hen lakaad etre daouarn ar gouarner.


Hogen, ar Scribed hag ar Farizianed a zelle piz outhan, evit gwelet hag hen a iac’haje da zeiz ar sabbat, evit kaout leac’h d’hen tamal;


Kement‐se a lavarent evit hen amprouv, evit gallout hen tamal. Mes Jesus, o veza en em bleget, a scrive gant he viz var an douar.


Neuze darn euz ar Farizianed a lavare: An den‐ze n’eo ket a‐beurz Doue, pa’z eo gwir na vir ket ar sabbat. Darn all a lavare: Penaos ec’h helfe eun den fall ober eur seurt burzudou? Ha n’en em glevent ket etrezhe.


Síguenos en:

Anuncios


Anuncios


¡Síguenos en WhatsApp! Síguenos